#enklask

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-06-16

{#Bzhg} Deuit da gokzeal gant Manon Deniau, kazetennerez e « Splann ! ». Kinnig a raio al labour kaset gant « Splann ! » 1añ media enklask dizalc’h el linenn e Breizh. 👅

👉 D’an 18 a viz Even da 6 eur noz er Sew e Montroulez (29). Dieub.

#splann #breizh #brezhoneg #montroulez #pennarbed #finistere #enklask #enquete #investigation #journalisme

Frapad kaoz e brezhoneg a-zivout al labour kelaouin-enklask gant Manon Deniau d'an 18 a viz Even da 6 eur noz er Sew e Montroulez
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-04-17

{Bzhg} 10 devezh a chom hepken evit prenañ hol levrigoù enklask divyezhek. 🔥

Na gollit ket amzer : tost echu eo levrigoù zo, evel ar re diwar-benn ar metanaat hag an tachennoù labour-douar. Digor eo ar prantad gwerzhañ war hol lec'hienn internet betek ar 27 a viz Ebrel : un digarez mat da lakaat un tamm brezhoneg en ho ti !

splann.org/br/diwar-benn/urzhi

#splann #kazetenner #enklask #breizh #pfas #safer #bzhg #brezhoneg #imerys #cooperl #santnazer #kleuziou #metan

10 devezh a chom hepken evit prenañ hol levrigoù enklask divyezhek
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-04-12

Plijet oc’h bet ar wech kentañ m’hon eus gwerzhet levrigoù paper dre internet, e miz Du. Neuzen hon eus divizet ober an eil koulzad gwerzhañ a bado betek disul 27 a viz Ebrel. 🤩

Enklaskoù « Splann ! » a vez moullet war baper ivez : gant levrigoù bihan ha divyezhek e c’hallit lenn c’hwec’h eus hon enklaskoù breton. Aes eo da gas anezhe e pep lec’h ha da reiñ d’ho mignoned ! 1/

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #kazetenner #gwengamp

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-03-09

🔴 [Keloù « Splann ! »] E-pad an hañv 2024 eo bet serret ar puñsañ dour a gustume pourvezañ kumunioù Rostrenn ha Plougernevel, e Aodoù-en-Arvor, peogwir eo bet kontammet gant PFAS. Feurioù trechalus a oa bet merzet adal 2017.

Met n’eo ket bet kelaouet tud ar vro. 1/

#splann #brezhoneg #bzhg #breizh #enklask #rostrenn #aodouenarvor #pfas #kreizbreizh #kerneuhel #plougernevel

PFAS en dour ur punsan dour kontammet oe bet serret e Rostrenn
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-02-03

Pa vez sakrifiet an douaroù labour-douar ha naturel evit al lojeiz, ne vez ket kavet bepred prosperite. 🏘️

« Splann ! » a diskoach ul listenn kumunioù eus Breizh a vez diboblet goude bezañ bet betoned. An dra-se vez gwellet e Kerlouan, war aod ar Mojennoù (29). 1/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #enklask #arvor

N'eo ket gant betons e lakaer kumunioù an Arvor da greskin
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-01-18

🔴 [Enklask nevez] War aodoù Breizh e vez lonket an douaroù labour-douar, ar pradeier hag ar gwernioù gant savadurioù a bep seurt.

Embann a ra « Splann ! » kartennoù nevez ha resis-kenañ o tiskouez ez eus bet 8.000 devezh arat (4.000 ha) goloet gant koltar ha betoñs en dek vloaz tremenet. Ha n’eus netra da virout ouzh ar c’heriekaat-mañ da vont war-raok en desped d’ar reolennoù melestradurel. 1/

#bzhg #brezhoneg #breizh #splann #enklask #kelaouin

Temptadur ar betons en arvor
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2025-01-04

{#Bzhg} Selaouit Morgan Large o komz deus pevare lodenn hom enklask war ar mengleuzioù, ha grit anaoudegezh gant Breizh Ressources. Un embregerezh a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. ⛏️

Aterset gant Radio Breizh, e tispleg Morgan penaos ‘ta eo bet kaset al labour-enklask-seda benn. Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. 1/

podcast.splann.org/@enklaskous

#splann #breizh #brezhoneg #enklask

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-31

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. 📻

Gant France Bleu Breizh Izel (ici Breizh Izel) eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #keleier #enklask

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-28

« Dizoloet ‘meus pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel », Faustine Sternberg 💬

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Ba mesk skipailh kazetennerien « Splann ! » vez kavet Faustine. Ar c’hoant da gelaouiñ gant un doare dizalc’h eo ar pezh en deus bountet Faustine da vont en darempred, e 2020, gant ur strollad en deus krouet « Splann ! »…

splann.org/br/drugarez-skipail

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #gwengamp #enklask #labourdouar #kelaouin

Faustine Sternberg
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-22

{Bzhg} Ret e vo da skipailh melldroad Brest c'hoari e grogadoù Kevre ar Gampioned e Gwengamp abalamour ma n'eo ket mat a-walc'h ho stad. 💶

Ur sportva nevez a zo da vezañ savet. Met, hervez Aotrouniezh an endro, gwelloc'h e vefe adnevesaat ar stad kozh evit sevel unan nevez. 1/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #brest #gwengamp #kelaouin #enklask

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-21

Piv zo a-dreñv da vBreizh Ressources ? ⛏️

Spi he deus ar start-up da gavout aour ha danvezioù all e douaroù Breizh. Taranis, Bélénos, Epona : tri goulenn aotre mengleuziañ gant anvioù doueoù kelted war un dachenn ouzhpenn 850 km², da lâret eo 17 gwech kêr Roazhon. 1/

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #breizressources #keithbarron

Keith Barron, un Indiana Jones ar c'hiz nevez o klask aour e Breizh.
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-15

En tu all d’ar skeudenn a embregerezh familh ez eo Imerys Groñvel unan eus ad-embregerezhioù un impalaeriezh finañsel gwall ledan.

Pell eo neuze ar pennoù-bras diouzh ar reuz sokial, pa c’hell ar renerien gounit milionoù a euroioù a-drugarez d'ar min e Aodoù-an-Arvor. 💰 1/

#breizh #brezhoneg #bzhg #breton #splann #enklask #imerys

E Groñvel emañ an embregerezh Imerys o c’hounit un toullad arc’hant
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-11

« Tapet on bet gant al labour enklask ba Arc’hantina, o klask peseurt mod e oe bet rastellet douaroù ar pobloù henvroat », Caroline Trouillet 🐎

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Hiri, e kinnigomp deoc’h ober anaoudegezh gant Caroline Trouillet, erruet e-barzh skipailh « Splann ! » e miz Gwengolo. He deus labouret war an enklask kentañ diwar-benn an amoniak...

splann.org/br/drugarez-skipail

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #kazetennerez #gwengamp #enklask

Caroline Trouillet
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-07

« "Splann !" a sav pennadoù diwar-benn sujedoù luziet », Julie Lallouët-Geffroy 🧐

A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Grit anaoudegezh gant kazetennerien ar skipailh, o kregiñ gant Julie Lallouët-Geffroy. He deus savet he doare da labourat en ur lakaat ar gaoz diwar-benn ar cheu a oa tro dro d’ar raktres aerborzh e Ker-Itron-Al-Lan...

👉 En em ginnig a ra amañ : splann.org/br/drugarez-skipail

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #kelaouin #kazetennerez #enklask #labourdouar

Julie Lallouët-Geffroy
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-02

Disoc’hoù a drugarez d’an dielfennadurioù bet goulennet gant « Splann ! » a dezvrella eo kontammet endro brasañ mengleuz digor er Frañs gant metaloù pistrius a bep, war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. ⚠️ 1/

#splann #enklask #bzhg #brezhoneg #breizh #imerys #gronvel #kazetenn

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-11-23

🔴 [Enklask nevez] Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. ⛏️

Ur c’hard eus andalouzit ar bed a vez produet ha puraet e Groñvel gant an embregerezh etrevroadel. 1/

splann.org/br/enklask/mengleuz

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #imerys #enklask #keleier #kreizbreizh #gronvel

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-11-19

Goût a reomp mat e kav gwelloc’h tud zo lenn war baper. Dreist-holl pa vez enklaskoù hir-mat ! Sed aze perak e vez moulet gant « Splann ! » levrigoù enklask. 📚

Levrigoù divyezhek brav ha aes da lenn. Un doare da souten hon media ha da gaout ul levr da amprestiñ d’ho mignoned pe da leuskel en hoc’h ostaleri muiañ karet. 1/

#splann #bzhg #brezhoneg #breizh #enklask #keleier #kazeten

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-09-13

Bloaz goude an tan-gwall bet c’hoarvezet e labouradeg Livbag e Pont ar Veuzenn (29), en deus embannet ar BEA-RI (Burev Enklask ha dielfennañ war ar riskloù greantel) ne oa ket bet lakaet an tan gant unan bennak droukyoulek. ⚡

Padal e laka war wel ar rentañ-kont kudennoù surentez er greizenn-se hag a zo klaset Seveso a live uhel anezhi. 1/

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #livbag #pennarbed #enklask #kelaouin #pontarveuzenn #autoliv

Tan-gwall e Livbag ret eo gwellat ar reolennoù surentez er uzin Seveso.
Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-08-01

Emaomp o prientiñ deoc'h enklaskoù hag abadennoù nevez e-pad an hañv. Hag evel just e chomomp war evezh diwar-benn ar c'heleier e Breizh. 💥

A-drugarez d'an arc'hant e vez roet ganeoc'h e c'hallomp labourat ha ledanaat hon skipailh. Sikour a rit ac'hanomp ?

splann.org/br/archantaouin/

#breizh #bzhg #brezhoneg #splann #kelaouin #kazetenner #enklask

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-05-24

{Bzhg} N’eo ket echu ar Redadeg gant « Splann ! ». Redet hon eus hor c’hilometr diriaou vintin e Gwengamp hag e Montroulez e vimp disadorn da geñver gouel degouez ar Redadeg. 😉

Izili « Splann ! » a vo o terc’hel ur stand e porzh ar Manu e keriadenn ar c’hevredigezhioù. Posupl vo deoc’h prenañ levrigoù divyezhek hon enklaskoù a zo o paouez bezañ moulet. 1/

#brezhoneg #bzhg #breizh #montroulez #splann #enklask #bretagne #breton #morlaix #redadeg #enquete #journalisme #pennarbed #finistere

Client Info

Server: https://mastodon.social
Version: 2025.04
Repository: https://github.com/cyevgeniy/lmst