#keleier

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-12-31

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. 📻

Gant France Bleu Breizh Izel (ici Breizh Izel) eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.

#splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #keleier #enklask

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-11-23

🔴 [Enklask nevez] Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. ⛏️

Ur c’hard eus andalouzit ar bed a vez produet ha puraet e Groñvel gant an embregerezh etrevroadel. 1/

splann.org/br/enklask/mengleuz

#splann #breizh #bzhg #brezhoneg #imerys #enklask #keleier #kreizbreizh #gronvel

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-11-19

Goût a reomp mat e kav gwelloc’h tud zo lenn war baper. Dreist-holl pa vez enklaskoù hir-mat ! Sed aze perak e vez moulet gant « Splann ! » levrigoù enklask. 📚

Levrigoù divyezhek brav ha aes da lenn. Un doare da souten hon media ha da gaout ul levr da amprestiñ d’ho mignoned pe da leuskel en hoc’h ostaleri muiañ karet. 1/

#splann #bzhg #brezhoneg #breizh #enklask #keleier #kazeten

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-09-01

{#Bzhg} Ar sizhun pasaet eo bet lakaet ar gaoz war ar yec’hed gant RadioBreizh, hag al labour a gouezh war chouk ar bomperien, da heul an diouer a dud a zo o labourat en ospitalioù. Pa vez serret an urjañsoù en un ospital bennak, mod-pe-vod, o deus ezhomm an dud gloazet pe glañv bezañ kaset d’un ospital all, pelloc’h. 🎙 1/

#brezhoneg #breizh #keleier #ospital #aodouanarvor #christiancoail #radiobreizh #gwenvaeldelanoe #labour #kazeten

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-05-23

Gant « Splann ! » e vo diguzhet sistem an FNSEA dre beder skeudenn alc’hwez a ro taolenn sindikad brasañ labour-douar ar Frañs. Ur gartennouriezh diembann betek-henn a ziskoach o respetadoù liesseurt. 👔

Un enklask bet kaset gant « Splann ! », Lighthouse Reports, The Europeans, Front Story, Taz hag L’Espresso.

(également disponible en français)

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/lobi-labour-doua

#breizh #bzhg #brezhoneg #fnsea #labourdouar #penarbed #enklask splann #keleier

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-02-28

🔴 Daoust d’ar reolennoù a dalvez hiriv an deiz e kendalc'h ar girzhier hag ar c'hleuzioù da vont war fallaat e Breizh. N’eo ket a-walc’h an arc’hant plantet e programoù da saveteiñ ar garzhaoueg. Klasket en deus « Splann ! » kompren perak dre un enklask nevez.

splann.org/br/enklask/kleuziou

#bzhg #brezhoneg #kleuziou #enklask #splann #breizh #keleier

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-01-29

[Adembann] Lamet eo bet yalc'had peder c'hevredigezh brestis gant prefeti Penn-ar-Bed. E-touez anezho e kaver daou vedia a labour war al luskadoù sokial. Marteze a-walc'h eo bet tennet ar yalc'hadoù-se evit abegoù politikel liammet gant distruj An Dazont (L'Avenir), ur skoat sevenadurel. 🤔

splann.org/br/e-brest-eo-lamet

#breizh #bzhg #brezhoneg #brest #pennarbed #keleier#splann

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2024-01-28

{Bzhg} Nac'het eo bet yalc'hadoù ar gevredigezh video Canal Ti Zef (Brest) peogwir e vefe enep republikan hervez an isprefeti. Souezhus, direizh hag a enep demokratel eo an diviz se hervez Kristen Falc’hon zo ezel eus Canal Ti Zef. 📻

radiobreizh.bzh/fr/episode/608

#bzhg #brezhoneg #breizh #brest #pennarbed #canaltizef #keleier #media #splann

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2023-12-17

Mersi bras d’an 294 den o deus roet arc’hant da « Splann ! ». E penn kentañ ar miz. Dastument eo bet dija 19.318 euro, da lâret eo 64 % eus hon fal evit fin ar bloaz. 💸

Evit ar re a vez paeet tailhoù ganto ez eus tu tennañ 66% eus ar sammad roet diouto.

splann.org/br/archantaouin/

#brezhoneg #bzhg #breizh #enklask #keleier #kazetenner

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2023-11-01

War ar seblant e klask renerezh ar c'hehentiñ er Safer e vefe eus ur skeudenn vrav gant an aozadur e karg merañ priz an tachennoù labour-douar e Bro-C’hall. Lagad hon wikipedian en deus diskoachet e oa bet klasket meur a wech diverkañ pep tra fall skrivet diwar he fenn eus he fajenn Wikipédia. Hag ar wech diwezhañ ne oa ket pell zo... 👀 1/

#breizh #brezhoneg #bzhg #safer #labourdouar #keleier #wikipedia

splann.org/br/parkeier-brezel-

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2023-09-25

{Bzhg} Aterset eo bet Juliette Cabaço Roger gant Maelle Ausias evit Keleier ar Vro d'an 13 a viz gwengolo 2023, skignet war radioioù rouedad Radio Breizh. Kelaouennerez « Splann ! » he deus kinniget hon enklask diwezhañ diwarbenn ar fed vije start d’al labourerien douar yaouank kaout douaroù e Breizh. Un doser pevar rann ennañ a c’heller lenn evit netra war hol lec’hienn. 📻

youtube.com/watch?v=R3IG1Kurr3

#breizh #brezhoneg #keleier #enklask #splann

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2022-09-17

Ar staliadurioù metanaat a lonk ur meskaj distaoladennoù disheñvel, gant orinoù liesseurt, dañjerus a-wechoù. Ma n’eus ket bet kemennoù diwall groñs c’hoazh betek hen e vez chalet tud zo gant ar riskl da strewiñ kleñvedoù. Daoust da se en devez darn vrasañ ar metanerezioù un aotre kuit dezho da yec’hedusaat al lastez, a-benn suraat an dilaoskadennoù dañjerus ha klañvuzennnoù enno. 🔬

👉 Lennit an enklask : splann.org/br/metanaat-kluster

#splann #brezhoneg #enklask #metanaat #keleier #breizh

Splann ! Lanceur d'enquêtessplann@mamot.fr
2022-09-12

Emgav benn arc'hoazh, adalek 8e beure, da lenn enklask nevez « Splann ! », war splann.org, Mediapart, France 3 Bretagne, Basta!, Pobl Vreizh, Dispak... ha da 7e30 war wagennoù Radio Breizh ! 🧐

#enklask #splann #keleier #brezhoneg #breizh

Client Info

Server: https://mastodon.social
Version: 2025.04
Repository: https://github.com/cyevgeniy/lmst